berr & bac'h | bas | tev a spered (bezañ –)
trl.ag.
Er pennsinonim(où)-mañ :
- sot (bezañ –)
Pajenn embannet d'an 03/09/2023. Kemm diwezhañ d'ar 24/06/2026.
[berr | bac'h | bas | tev] a spered (bezañ –)
Er geriadurioù
DEVRI
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Te 'zo berr a spered evid da oad, emezañ, paotr yaouank.Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
- Hag, evel just, gand da dammig spered berr, ah-eus kredet n'ouzon ket peseurt sorhennou, e-leh dond da houlenn ouzin pe e oa gwir pe ne oa ket.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
- Ul labourer-douar, ur paotr jentil, paour ha bas a spered.Marsel Klerg, Don Kic'hote (Cervantes) (2013, Al Lanv)
- Hemañ a ouie brav kavout ur respont diouzh se, ha ne oa ket gouest ar paotr-se, tev a gorf hag a spered, da gompren ervat.Ivona Galbrun, Me a zalc'ho (1987, Mouladurioù Hor Yezh)
- Kals berroc'h 'eo, d'am meno, ho spered eget ho lanchenn. Ker berr zoken ma n'en deus ket anezañ. Nemet lakaet e vefe bet d'eoc'h, aotrouig, e-lec'h ma 'z eo bet lakaet he vi d'ar yar, da lavarout eo e koumanant Kêr-Izela.Paotr Juluen, An Tornaod (1935, Éditions d'Arvor)
Geriadur ar sinonimoù