Geriadur ar sinonimoù

Paol

a.d.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 10/11/2023. Kemm diwezhañ d'ar 27/06/2026.

& Paolig, Paolig du, Paol gornek, Paol gozh

Er geriadurioù

DEVRI

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • En aner e tispourbelle an daou vengleuzier o daoulagad : na liv na tres ne welent eus Paolig.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • Te, eme ar hemener, gervel Paol goz d'az zikour !Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
  • Paol-goz zo potr lemm, a lerer / Koulzkoude eo n'em vourded kaer / O klasg eeuna he gar d'he vamm / He zorred en deuz enn daou damm. Prosper Proux, 1811-1873 – Vie, œuvre, correspondance [...] (1984, CRBC, Yves Le Berre, Jean Le Dû, Fañch Morvannou), « Ar c'hrac"h koz hag ann diou vatez »
  • Paolig Gornog a vez greed euz an diaoul, hag ar brud en deus da zond da lakâd e fri e kement leh ma vez boded an dud evid en em zidui.Tad Medar, An tri aotrou (1981)
  • Met kerkoulz-all, nemet kouezet e vefe « An Tornaod » e-kreiz puñs an ifern, da servija da dorchenn da Baolig, an diaoul kamm, e tleer, dre glask mat kavout memes-tra eur ster bennak anezan.Paotr Juluen, An Tornaod (1935, Éditions d'Arvor)
  • Eun darn a lavare ez oa eno eun tamm koz pompinenn, pe gentoc'h eur gantouilhenn en em werzet da Baolig-koz ma rae hemañ evel ma kare ganti.Paotr Juluen, An Tornaod (1935, Éditions d'Arvor)