Geriadur ar sinonimoù

chom o genoù war c'hwec'h eur

Er pennsinonim(où)-mañ :

  • souezhañ (verboù gwan hepken (bezañ souezhet))

Pajenn embannet d'an 29/05/2025. Kemm diwezhañ d'an 28/05/2025.

& war c’hwec’h eur hanter, war nav eur [hanter], war greisteiz hanter

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Ken prim ha ken dizoñj e oa c'hoarvezet an taol, ma chomas an tri zoudard, evel ma vez laret, o genou gante war c'hweh eur.Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
  • Herve, o klevout kement-se, a chomas e c'henoù war nav eur.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • Hag e laoskas an div all, digor o begoù war nav eur ken ne gredent ket adkregiñ gant o riot ken.Marthe Vassallo, Skoulad ar goukoug (2009, TES)
  • […] ha louarn a-walh eo an tamm anezañ evid distaga, pa zoñjer an nebeuta, ar rimadell a ra deoh chom gand ho kenou war nav eur hanter.Tad Medar, An tri aotrou (1981)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net