evite da
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 13/07/2026. Kemm diwezhañ d'an 12/07/2026.
Frazennoù skwer
- Hogen, evidon da vezañ lennet nevez 'oa Werther gant Goethe, ul levr a blijas din meurbet, ne oan ket troet d'ober evel paotr e bistolenn ; nann, mar karan !Jarl Priel, Va zammig buhez (1954, Al Liamm)
- Dezi da veza ([pe] : eviti da veza) gwreg dezañ, n'eo ket red dezi beza pont-ha-pave dezañ.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- […] ha Lorañsig, evitañ da vezañ aet sempl gant ar c'hleñved, ne oa ket dinerzhet tre.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
- Al labour reta evit lakat ar Barizianed da zouja ar Vretoned, eo diskouez d'ezo penaos ar re-man a zo tud ken « sivilizet » hag int o unan, evito da gaout eur yez ha stumiou dishenvelMouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-08-28
- Rak her gouzout a reer, evit ar brezel da veza achu pell zo dija, hag ar peoc'h da veza sinet ez eus c'hoaz kals a ziezamanchou en eil vro hag eben.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1919-12-20
- 'Wit bezan gwenn korn ho zal.François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour), §evit
- Eun den n'eo nemed eun den, evid dezañ beza mêr.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
- evid ma bean jouanc ehon pedagouls eo dleed bean segred [Evit ma bezañ yaouank ez onn pegoulz eo dleet bezañ sekret.]Jean Conan, Avanturio ar citoien Jean Conan a Voengamb (1826 (dornskrid), embannet e 1990, Skol Vreizh)
- hac evid ma voa nos etegond don haed / evid efan on guin ma migemb permeted [Hag evit ma oa noz e teujont d'hor c'havout evit evañ hor gwin m'hor bije permetet.]Jean Conan, Avanturio ar citoien Jean Conan a Voengamb (1826 (dornskrid), embannet e 1990, Skol Vreizh)
- Ha ne douc'h ket sur kuitez, evit beza taolet d'ar paour eur guennek bennag. (an Aoutrou C. persoun B. G. e Landerne)Martial Menard, Devri, le dictionnaire diachronique du breton (2016, enlinenn), §kuites
Geriadur ar sinonimoù