Geriadur ar sinonimoù

anez

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 14/07/2026. Kemm diwezhañ d'an 12/07/2026.

& anez-se, anez da se

Er geriadurioù

DEVRI

BVEAR

GBAHE

  • §anezII

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • N'eo ket avad ar memez re ac'h a bep tro ; anez e c'hallfe al lornez stagan oute.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • Gortoz ken ma vo pozet mad ar wetur ; anez, om barreg da vezañ stoket a-bennbouell aze, ha me n'am-eus ket a hoand da lakaad c'hoarzin diwar ma houst.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 9
  • […] ha reiñ a ra da intent din e vo ret din bale moan anez e vo tomm da'm lêr.Haroutioun Mertchian, Steudad an Ankoù – Eñvorennoù un Armenian da vare ar ouennlazhadeg (2005, Hor Yezh)
  • […] hag a laras deze o-daou penaoz kuitañ tra o-devoa d'ober e oa dond gantañ, rag anez-se e vijent serret gand an archerien.Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
  • Anez-ze e c'halljent bean distroadet ha kouean.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • O, ya, emezañ, anez da se ne vijen ket deut d'ho kwelout.Herve Herri, Evel-se e oamp (1982, Al Liamm)
  • Evuruz eo bet ma oa eno ar person, anez da ze Bilzig a vije bet infamet gand ar hi, diframmet dezañ e dammouigou dillad ha tammou mad euz e grohen.Fañch al Lay, Bilzig (2013, Emgleo Breiz)